Iskevrennad eus | fortification |
---|---|
Rann eus | military terminology, difenn soudard |
Ur bunker zo ur savadur kreñvaet hag a ziwall e zalc'herien diouzh arvarioù evel armoù-tarzh pe danvezennoù marvus.
Pal ur bunker milourel eo gallout derc'hel ur savlec'h ha diaesaat an argad d'an enebourien. Gallout a rafe bout arveret da c'houdoriñ aveadurioù milourel (nijerezioù, splujerezioù, h.a...) pe evel post-gourc'hemenn. Bunkerioù foran a c'hall bout savet evit diwall an dud diouzh an endro.
Ur bunker a vez savet gant betoñs ha dir, a-wezhioù e c'haller ouzhpennañ douar, pe gallout a ra bout kleuziet e-barzh ar roc'h.